current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Le Contrebandier [Breton translation]
Le Contrebandier [Breton translation]
turnover time:2024-05-03 15:09:56
Le Contrebandier [Breton translation]

Ganet oa bet war an harzoù-bro,

du-hont war-zu an hanternoz, lec'h ma vez avel.

Floder kenkoulz hag e dad,

ar floderezh a oa en e wazhied.

Gedal a rae nozvezhioù diloar

(pa vez teñval e tremener kalz aesoc'h)

evit en em silañ a-dreuz an tevennoù uhel

ma vez ho taoulagad flammet gant an avel hag ar mor.

Oc'hola, ar maltouterezh!

oc'hola, maltouterien!

Distagit hoc'h holl chas,

hag en em skoachit

e don ho lochennoù.

Sellit ouzh an den a dremen

dreist an tevenn, du-hont.

E-unan-penn emañ, gwir eo,

met n'e dapot ket.

Ne ra forzh eus ar valtouterien!

Ac'hanta, en em skoachit

e don o lochennoù,

ha distagit ho chas.

Oc'hola, ar maltouterezh

oc'hola, maltouterien!

Pa n'en doa tra all d'ober,

d'an nozvezhioù a oa re sklaer,

e cheñche postoù an harzoù

hag e lakae ar bed eilpennet mik.

Peotramant, 'wechoù all, e-kreiz e dremen,

p' en doa lonket e gorfad,

e laoske youc'hadennoù gouez-meurbet:

"Arsa! Emaon o tremen! Grit difrae!"

Oc'hola, ar maltouterezh!

oc'hola, maltouterien!

Distagit an holl chas,

hag en em skoachit

e don ho lochennoù.

Sellit ouzh an den a dremen

dreist an tevenn, du-hont.

Me eo an hini eo, me-ma-unan

E-unan-penn emañ, gwir eo,

met n'em zapot ket.

Ne ra forzh eus ar valtouterien

e don o lochennoù

Ac'hanta, en em skoachit

e don o lochennoù,

ha distagit ho chas.

Oc'hola, ar maltouterezh

oc'hola, maltouterien!

N'helle ket sankañ en e benn

e vez sirius-kenañ lezennoù ar mab-den.

Bez' e oa evel un dañvez barzh,

ha dañjerus eo seurt tud.

Neuze, e-pad un nozvezh diloar,

tra m'edo o pourmen evit e blijadur,

o deus diskaret anezhañ war an tevenn

a-daolioù fuzuilh, evit finisañ tout.

Oc'hola, ar maltouterezh!

oc'hola, maltouterien!

skoachit hoc'h holl chas,

ha degasit ho pouez amañ

diouzh don ho lochennoù.

Ur c'hwek a labour hoc'h eus graet!

Hogen hiziv d'an noz

ne oa nemet un den outañ,

n'edo ket o labourat.

Klevout a rez, maltouterezh?

Direizh e oa, eta...

Neuze en em skoachit

e don o lochennoù

Oc'hola, ar maltouterezh

oc'hola, maltouterien!

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Édith Piaf
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved