current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Coup de grisou [Breton translation]
Coup de grisou [Breton translation]
turnover time:2024-04-28 05:28:44
Coup de grisou [Breton translation]

Un den difeson e oa-eñ,

ur paotr n'en doa ket youl-sevel,

'vit-se, pegen kreñv, ma Doue!

Met n'en doa ket a vicher pad,

labourat a rae war ar glaou

e kêrioù du an Hanternoz.

Lesanvet 'oa bet "Taol-dreflamm"

un deiz ma oa aet e fulor

ha dispac'het a-eilpenn kaer

an holl davarn gant hec'h holl wer,

Dre forzh kiañ 'n deñvalijenn

ne gare nemet liv an noz.

An heol a zeve e lagad,

an deiz 'vire outañ da gomz.

Doue an deñvalded e oa,

un doue trist ha gwalleürus,

un doue trist ha gwalleürus.

Rak dezhañ e plije dreist-holl

ur verc'h diwar-maez, ruz he blev,

ruz evel skourroù ar gwini,

blev ma c'hlav puilh gouloù enno.

Rediet e oa da wilc'hañ

'vel ma rafe 'n heol sin outañ.

E gas 'rae-hi a-dreuz an eost

a-hed hentoù fresk ar Sulioù:

sklaer 'oa pep tra, melen pep tra;

e zigoll 'n doa ar sklaerder.

Droug a rae dezhañ 'drek e dal,

met treuzvarc'hadoù 'oa d'ober:

na petra, eürusted a glaske.

Mod-se 'koller ur garantez:

e drubardiñ a reas un deiz

gant unan a gare 'n oabl glas,

gant unan a gare 'n oabl glas.

Pa voe kelaouet "Taol-dreflamm"

e laboure e strad ur puñs,

lintrus tout gant skleurennoù du.

'Pad dek eilenn ne lâras grik,

ha souden e stagas ganti:

Ac'h! N'oa ket plijus gwelout se.

Ouzh e glevout 'n em c'houlenned

hag e oa 'n diaoul dindan al leur.

Hañvalout 'rae, war a seblant,

rak d'al leur e taolas pep tra.

Pa 'n em vellas ar gwir dreflamm,

o-daou a lakaas da darzhañ,

douar ha min ha kement 'oa.

'Benn tri deiz 'voe sachet d'an nec'h

gant e lod a beurbadelezh,

ha pa voe tennet eus ar puñs

ar gouloù a rae goap outañ,

an heol a rae e jabadao

'vit e isañ ur wech ouzhpenn.

Met pare e oa "Taol-dreflamm":

euredet e oa gant an noz.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Édith Piaf
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved