current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Ça ira mieux demain [Breton translation]
Ça ira mieux demain [Breton translation]
turnover time:2024-05-20 03:29:01
Ça ira mieux demain [Breton translation]

Gwelloc'h 'vo an traoù warc'hoazh

Gwelloc'h 'vo an traoù warc'hoazh

O vezañ ma echuo mat pep tra

dav eo ober e mad eus an deiz a sav.

Pa darzh an deiz e tigoran ma stalafioù

evit gwelout splannoc'h an heol e-kreiz an oabl hinon

Gwell a se mard emañ amañ, met ma n'emañ ket,

ma heol a ran-me ha pa ra glav,

Skañv eo ma c'halon, ne vern pe da vare ar bloaz

pa ganan ma sonenn.

Gwelloc'h 'vo an traoù warc'hoazh

Gwelloc'h 'vo an traoù warc'hoazh

mar kav dit e vez pell

perak ne gemerfes ket un deiz en diarbenn

Gwelloc'h 'vo an traoù warc'hoazh

Gwelloc'h 'vo an traoù warc'hoazh

O vezañ ma echuo mat pep tra

dav eo ober da vad eus an deiz a sav.

Pa welan hini pe hini eus ma mignoned ker

o koll o c'halon en abeg da draoùigoù dister,

ec'h astennan ma dorn outo, en ur lârout "N'eo ket gwall dra;

Keit ha ma lammo da galon, n'eo ket ar gwashañ

Soñj dit e voe krouet ar bed-mañ evidout

ha kan bremañ a-gevret ganin:

Gwelloc'h 'vo an traoù warc'hoazh

(Gwelloc'h 'vo an traoù warc'hoazh)

mar kav dit e vez pell

perak ne gemerfes ket un deiz en diarbenn

Gwelloc'h 'vo an traoù warc'hoazh

(Gwelloc'h 'vo an traoù warc'hoazh)

O vezañ ma echuo mat pep tra

dav eo ober da vad eus an deiz a sav.

Gwelloc'h 'vo an traoù warc'hoazh

(Gwelloc'h 'vo an traoù warc'hoazh)

mar kav dit e vez pell

perak ne gemerfes ket un deiz en diarbenn

Gwelloc'h 'vo an traoù warc'hoazh

(Gwelloc'h 'vo an traoù warc'hoazh)

O vezañ ma echuo mat pep tra

dav eo ober da vad, ober da vad eus an deiz a sav.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Annie Cordy
  • country:Belgium
  • Languages:French, German
  • Official site:http://www.annie-cordy.com/
  • Wiki:http://fr.wikipedia.org/wiki/Annie_Cordy
Annie Cordy
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved