current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Pauvre Martin [Breton translation]
Pauvre Martin [Breton translation]
turnover time:2025-05-02 13:38:09
Pauvre Martin [Breton translation]

Gant ur bal war e skoaz,

gant ur ganaouenn flour ouzh e ziweuz,

gant ur ganaouenn flour ouzh e ziweuz,

gant ur c'halonegezh vras en e ene

edo o vont da giañ war ar maezioù.

Paour-kaezh Marzhin, fallat mizer!

Kleuz an douar, kleuz an amzer.

Evit gounit bara evit e voued,

adal tarzh-an-deiz betek kuzh-heol

adal tarzh-an-deiz betek kuzh-heol

edo o vont da gleuziañ an douar,

e pep lec'h, dindan pep amzer.

Paour-kaezh Marzhin, fallat mizer!

Kleuz an douar, kleuz an amzer.

Kuit a ziskouez war e zremm

na neuz a warizi, na neuz a zrougiezh

na neuz a warizi, na neuz a zrougiezh

e troe douar war dachennoù ar re all,

bepred o palat, bepred o palat.

Paour-kaezh Marzhin, fallat mizer!

Kleuz an douar, kleuz an amzer.

Ha pa reas an Ankou sin dezhañ

da balat e dachenn diwezhañ

da balat e dachenn diwezhañ,

e kleuzas e-unan e vez

oc'h ober difrae hag o skoachañ.

Paour-kaezh Marzhin, fallat mizer!

Kleuz an douar, kleuz an amzer.

Kleuzañ a reas e vez e-unan

oc'h ober difrae hag o skoachañ,

hag e c'hourvezas enni hep lârout grik,

evit mirout a zirenkañ an dud.

Paour-kaezh Marzhin, fallat mizer!

Kleuz an douar, kleuz an amzer.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Georges Brassens
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens
Latest update
Copyright 2023-2025 - www.lyricf.com All Rights Reserved