current location : Lyricf.com
/
Songs
/
À l'ombre des maris [Breton translation]
À l'ombre des maris [Breton translation]
turnover time:2024-05-20 01:26:08
À l'ombre des maris [Breton translation]

Gant na vezo imoret gant se mirerezed ar vertuz:

mard am befe bet an enor da gomandiñ war vourzh,

war vourzh an Titanik pa oa o vont d'ar strad,

em bije youc'het "Maouezed avoultret da gentañ!"

Arabat stlepel mein ouzh ar vaouez avoultret:

me 'zo d'hec'h heul.

Rak e-sell da seveniñ e c'hoant ha distanañ e derzhienn

d'ur paour-kaezh digenvez n'eo ket graet eus koad,

n'eus hini ebet par d'ur wreg valigant:

Gwragez mistri ti-gar 1, c'hwi eo ar pep gwellañ eus an holl. 2

Arabat...

C'hwi avat, Aotrounez kaer, ho pezet karantez diwar ho c'hoant.

Evit a sell ouzhin, o vezañ m'em eus intentet un deiz a oa

e vez ur wreg avoultr dilikatoc'h eget pep hini all,

e klaskan ma flijadur e skeud o gwazed.

Arabat...

E skeud o gwazed, neket koulskoude, didalvoud el lârout,

ne vern ket pere diouto: un dilenn, un dibab a ran.

Mar degouezh din bezañ touellet gant an Itron Peanv,

ret eo ouzhpenn e plijo din an Aotrou Peanv kenkoulz.

Arabat...

Dereat eo d'ar paotr kaezh kaout fri gwenn.

Kuit a se, cheñch a ran ma diviz ha sachañ ma skasoù.

Rak kizidik on, ha ne fell ket din evañ

diouzh gwerenn un aotrou na blij ket din.

Arabat...

Pell ac'hann eo ma amzer gentañ, pa zioueren a skiant-prenet,

hag e taolen ma brall war gwragez polised.

N'oa ket digor ma spered c'hoazh war arzh ar gened.

Un taol dic'hras eo na ran ket ken.

Arabat...

Gwir eo, ur paotr kizidik ha pismigus on-me, ha me 'gav din

e vez dleet d'ar gwaz bezañ un aotroù a-feson,

rak dont a reer da vezañ mignoned nes

dre forzh... dre forzh c'hoari a bep eil.

Arabat...

Met mar degouezh da gejañ ouzh gwazed ifam, siwazh!

bez ez eus re all zo ken seven, ken mat, ken kalonek

ma goude paouez karout o gwragez memes,

neuz a reer c'hoazh en abeg dezho nemetken.

Arabat...

Evel-se emañ an traoù evidon d'an amzer-vremañ: trist on ha klañv

pa vez ret din enoriñ ur penn-dañvadez 'zo.

Hogen he gwaz ha me, Pilad hag Orest 'zo ouzhomp,

hag evit mirout ur mignon, e kañjolan anezhi c'hoazh.

Arabat...

N'eo ket trawalc'h dezhi bezañ displijus din: ma zromplañ a ra,

ha d'an deizioù ma, fuloret, ha c'hoant din da gas pep tra d'an traoñ,

e youc'han: "Leun-raz eo ma sailh! Koulz eo dispartiañ!"

Aspediñ a ra ar gwaz: "Ket! N'am dilezit ket!"

Arabat...

Hag e choman, hag en em roomp mel an eil d'egile.

Lârout a ran outañ: "C'hwi 'zo ma dogan gwellañ".

Respont a ra neuze: "E-touez ma holl c'herniel,

sakr eo, ma mignon, ar re 'zo dleet deoc'h."

Arabat...

Ha menel a ran. Hag a-wechoù, pa chom ar bebrenn

o taleañ e serr hec'h amourouz nevez,

pa vez aet er-maez ar plac'h-vugale, hag ar gwaz o besketa,

Me, paour kaezh ac'hanon, me eo an hini a ziwall ar vugale!

Arabat...

1. Damgomz 'zo amañ eus ar ganaouenn diseven "Il est cocu le Chef de gare...", meneget anezhi lies a wechoù gant Brassens.2. "La fleur des pois" e galleg, un dro-lavar gozh kouezhet e dizimplij.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Georges Brassens
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved