current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Les Deux Copains [Breton translation]
Les Deux Copains [Breton translation]
turnover time:2024-04-28 00:29:26
Les Deux Copains [Breton translation]

Bez' e oa gwechall daou gamalad ker

ur banenn en o dorn, netra 'barzh o chakodoù,

met bernioù traoù dindan o c'hlopenn,

hag a gantree a-hed an hentoù.

Bez' e oa unan bihan, hag egile bras.

Furnez a oa gant an hini bihan

ha nerzh gant an hini bras.

Pa save taolioù fall en em lakae en diaraog.

Hag o-daou

'n hini bihan ha 'n hini bras

a gerzhe en ur ganañ, laouen o c'halonoù

brec'h ouzh brec'h, evel sodion.

Tralalala, mont a reomp

met distreiñ a raimp un deiz bennak.

Evet hor bo sac'hadoù

ha dalc'het kalz soñjoù.

Gant hon eñvorennoù nemetken

e c'hellimp en em binvidikaat.

Tralalala, mont a reomp

met distreiñ a raimp un deiz bennak.

Sec'hed o doe, naon o doe,

riv du o doe, peñseet e voent,

leuniañ a rejont o fennoù gant bamajoù,

klogorennoù a-bochadoù a daoljont d'o daouarn.

Mont a raent eeun war-raok

o tremen dre an Europ, dre an Afrik

hag alese d'an Amerik.

Setu anezho distro d'ar gêr un deiz bennak

Hag o-daou

'n hini bihan ha 'n hini bras

a gerzhe en ur ganañ, laouen o c'halonoù

brec'h ouzh brec'h, evel sodion.

Tralalala, setu-ni amañ.

A-walc'h hon eus foetet bro evel-se.

Tostait, mignoned

Gant hon eñvorennoù nemetken

emaomp o vont d'ho pinvidikaat.

Tralalala, setu-ni amañ

met distreiñ a raimp un deiz bennak.

A-walc'h hon eus foetet bro evel-se.

Kavout a rae dezho e oant paotred dispar

en abeg ma ouien ur bern istorioù.

Hogen den n'houlle krediñ enno.

Ne oant ket kemeret a-barfeted.

Neuze, dipited holl, an daou gamalad

riv en o c'halonoù, netra 'barzh o chakodoù

met ur bern traoù dindan o c'hlopenn

a yeas kuit en-dro gant an hentoù,

Hag o-daou

'n hini bihan ha 'n hini bras

daeloù en o daoulagadoù, a ya kuit en ur vlejal,

brec'h ouzh brec'h: "Ha ma! Ne reomp foutre-forzh!"

Tralalala, mont a reomp.

N'hor c'hompren ket an dud-se:

labourat a reont betek ar penn-diwezhañ

evit achuiñ e strad un toull,

hep tra ebet da gontañ an eil d'egile

pa vint er bed all.

Tralalala, mont a reomp.

Setu an heol o parañ, du-hont.

Tralalala lalalala.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Édith Piaf
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved