current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Un rien me fait chanter [Breton translation]
Un rien me fait chanter [Breton translation]
turnover time:2024-06-02 22:34:09
Un rien me fait chanter [Breton translation]

Un netraig am laka da ganañ,

un netraig am laka da zañsal,

un netraig am laka da gavout din e vez c'hwek ar vuhez,

un netraig a ro plijadur din:

un huñvre, ur c'hoant...

Un netraig am laka da vousc'hoarzhin, bamet ma ene:

pa vez lirzhin an neñv, laouen e santan ma c'halon,

ha pa ra glav, siwazh! plijout a ra din ar glav.

Plijout a ra din an douar, ar bleuñv, ar vuhez, an oabl hinon,

hag ar maouezed ivez, ar maouezed, ar maouezed glas o daoulagad.

Deuit ganin:

redek a ran a-dreuz ar c'hoajoù.

Deviñ a ran skourroù brein

e kreizig-kreiz ar goañv.

Bez' ez eus koad glas

d'an Nevez-Amzer, bleuniet eo an erc'h,

ha lârout a ra an hunegan d'ar c'hazh-koad:

"Abaoe tri miz n'em eus ket gallet serriñ ma zaoulagad".

Gevier a lârit, hunegan: setu an hañv o tont,

emañ al laboused o vont da ganañ war ar maezioù.

Karomp hon tadoù, hor mammoù, ar vuhez hag an Aotroù Doue,

hag ar maouezed ivez, ar maouezed, ar maouezed glas o daoulagad.

Demat deoc'h, mignoned.

Permetet en deus an Neñv din

kanañ c'hoazh dre ar bed.

Ar joa hag ar garantez

a zistroio un deiz a vo.

Kanomp holl a-gevret tro-war-dro

Hopala, paotred ha c'hwi, merc'hed koant

en em soñjit mat bemdez-bemnoz.

Un netraig am laka da ganañ,

un netraig am laka da zañsal,

un netraig am laka da gavout din e vez c'hwek ar vuhez,

un netraig a ro plijadur din:

un huñvre, ur c'hoant...

Un netraig am laka da vousc'hoarzhin, bamet ma ene:

pa vez lirzhin an neñv, laouen e santan ma c'halon,

ha pa ra glav, siwazh! plijout a ra din ar glav.

Plijout a ra din an douar, ar bleuñv, ar vuhez, an oabl hinon,

hag ar maouezed ivez, ar maouezed, ar maouezed glas o daoulagad.

Ya-vat, glas.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Charles Trenet
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved