Evit dimeziñ d'am c'hoantenn
e rofen ma buhez.
Evel-se e kane un danvez-pried
o vont da glask fortun.
Ar sac'h d'ho kein, lammit ha dañsit!
Evel-se e kane un danvez-pried.
War an hent-vras da Bariz
e kejas gant daou gamalad
hag e lâras dezho: un danvez-pried on-me.
Ar sac'h d'ho kein, lammit ha dañsit!
Evit dimeziñ d'am c'hoantenn
e rofen ma buhez.
Evit dimeziñ d'am c'hoantenn
e rofen ma buhez.
Ar c'hentañ a lâras: marv eo ma gwreg,
he c'havet em eus
e-barzh ar c'hrignol.
An eil a lâras: tec'het on er-maez
d'an eil deiz goude bezañ euredet.
Mard on disfeal,
ar sac'h d'ho kein, lammit ha dañsit!
disoñjal a ray ouzhin emberr
etre divrec'h un amourouz.
Mard eo dilezet gant hec'h amourouz
e kemero dek all
pe gant.
Evit dimeziñ d'am c'hoantenn
roet em bije ma buhez,
met te 'roio da goantenn
evit dimeziñ d'ar vuhez.