current location : Lyricf.com
/
Songs
/
La vie en rose [Breton translation]
La vie en rose [Breton translation]
turnover time:2024-04-28 21:05:42
La vie en rose [Breton translation]

Daoulagad a laka ma re da izelaat,

ur mousc'hoarzh o steuziañ war e ziweuz,

setu poltred difazi

ar gwaz a vezañ e hini.

Pa 'm stard-eñ en e zivrec'h,

pa gomz izel ouzhin,

e welan ar vuhez livet roz.

Lârout a ra gerioù flour din,

gerioù a bemdez,

ha n'am lez ket se diseblant.

En em silet eo em c'halon

ul lodenn eürusted

a ouzon he fennkaoz:

Evidon e vez-eñ, evitañ e vezan er vuhez,

lâret, touet en deus se din evit e vuhez-pad.

Ha kerkent ha spurmantet anezhañ,

santout a ran ennon

ma c'halon o talmañ.

Nozvezhioù karantez diziwezh

un eürusted oc'h en em staliañ:

steuziañ a ra ar c'heuz hag ar glac'har,

eürus, eürus kement hag e varvfen.

Pa 'm stard-eñ en e zivrec'h,

pa gomz izel ouzhin,

e welan ar vuhez livet roz.

Lârout a ra gerioù flour din,

gerioù a bemdez,

ha n'am lez ket se diseblant.

En em silet eo em c'halon

ul lodenn eürusted

a ouzon he fennkaoz:

Evidon out-te, evidout on-me er vuhez,

lâret, touet ez peus se din evit da vuhez-pad.

Ha kerkent ha spurmantet ac'hanout,

santout a ran ennon

ma c'halon o talmañ.

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Édith Piaf
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved