current location : Lyricf.com
/
Songs
/
Je chante [Breton translation]
Je chante [Breton translation]
turnover time:2024-05-09 13:36:44
Je chante [Breton translation]

Me 'gan!

Kanañ a ran mintin-noz,

kanañ a ran war ma hent.

Me 'gan, mont a ran eus un ti-feurm d'ur c'hastell,

kanañ a ran evit bara, kanañ evit dour.

Kousket a ran

war leton flour ar c'hoadoù,

n'on ket flemmet

gant ar c'helien.

Eürus on: bez' em eus pep tra ha n'em eus tra,

kanañ a ran war ma hent:

laouen on ha dieub erfin.

An nimfezed,

pe voudiged an noz,

an nimfezed a c'housk em gwele.

En em silañ a ra al loar 'vel ur c'hazh war an erc'h

e-barzh ar c'hoad evit dañsal, dañsal ganeomp.

Tokañ a ran ar c'hloc'h

eus ti ar Gontez da greisteiz,

den ebet!

aet eo kuit.

N'he deus lezet nemet un nebeud riz evidon,

a lâr ur mevel sinad.

Me 'gan,

met an naon hag a lam din ma nerzh

a entan

ma c'hoant debri.

Kouezhañ a ran a-daol-trumm e-barzh un hent don.

semplañ a ran en ur ganañ hag e zamvarvan.

Archerien,

O tremen war an hent,

Archerien,

astenn a ran ma dorn deoc'h.

Truez! Naon am eus, debriñ a fell din,

skañv tout on, skañv tout!

En archerdi

beg-e-dog'ioù all a lâras din

en archerdi

Ac'h! ma mignon,

c'hwi eo ar c'haner a foeter-bro?

Ho kraouiañ a raimp... Graet eo ho stal!

Fisel,

saveteet ez peus ma buhez,

fisel,

ar bennozh Doue warnout,

rak a-drugarez dit em eus laosket ma ene:

en em grouget em eus en noz-mañ. Ha diwar neuze...

Me 'gan!

Kanañ a ran mintin-noz,

kanañ a ran war ma hent.

Me 'gan, satanazañ a ran tiez-feurm ha kistilli:

un tasmant a gan, se zo kavet fentus.

Kousket a ran

war e-touez bleunioù ar c'hleuzioù,

n'on flemmet ken

gant ar c'helien.

Eürus on: mat an traoù, n'em eus ket naon ken,

Laouen ha dieub erfin!

Comments
Welcome to Lyricf comments! Please keep conversations courteous and on-topic. To fosterproductive and respectful conversations, you may see comments from our Community Managers.
Sign up to post
Sort by
Show More Comments
Charles Trenet
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet
Latest update
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved